Fausta Flavia Maxima

Fausta, evel Salus, o tougen he daou vab, Constantinus II ha Constanctius II. Pezhioù ral, rak distrujet e vije bet kement skeudenn anezhi.

Flavia Máxima Fausta (Roma, 293- Roma, 327) zo ur briñsez roman, merc'h d'an impalaer Maximianus ha da Eutropia. En 307 e voe dimezet da Constantinus Iañ, a rankas neuze kuitaat Minervina. Gant an eured-se e klaske he zad mestroniañ an Detrarkiezh gant skoazell e vab-kaer.

Pa droas Maximianus a-enep Constantinus e 310 eo Fausta an hini a ziskulias an irienn hag a gasas he zad da goll. Daou vloaz goude e welas e Roma korf he breur Maxentius mac'hagnet gant he fried, goude e drec'hadenn en emgann Pont Milvius.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search